Traditional - An alarc'h

(from Breizh, in Brezhoneg language)

Un alarc'h, un alarc'h tra mor (bis)
War lein tour moal kastell Arvor

Dinn, dinn, daoñ, d'an emgann,
d'an emgann, o !
Dinn, dinn, daoñ, d'an emgann ez an

Neventi vad d'ar Vretoned
Ha mallozh ruz d'ar C'hallaoued

Erru ul lestr e pleg ar mor
E ouelioù gwenn gantañ digor

Degoue'et an Aotrou Yann en-dro
Digoue'et eo da ziwall e vro

D'hon diwall diouzh ar C'hallaoued
A vac'hom war ar Vretoned

Ken e laosker ur youc'hadenn
A ra d'an aod ur grenadenn

Ken e son ar menezioù Laz
Ha froen, ha trid ar gazeg c'hlas

Ken e kan laouen ar c'hleier
Kant lev tro-war-dro, e pep kêr

Deut eo an heol, deut eo an hañv
Deut eo en-dro an Aotrou Yann

An Aotrou Yann a zo paotr mat
Ken prim e droad hag e lagad

Laezh ur Vreizhadez a sunos
Ul laezh ken yac'h evel gwin kozh

Luc'h a daol e c'hoaf p'hen horell,
Ken e vrumenn an neb a sell

Pa c'hoari kreñv, ken kreñv e tarc'h
Ken e taouhanter den ha marc'h

Darc'h atav, dalc'h mat, aotrou dug,
Dav warnehe! ai-ta! bug-ho! bug!

Neb a drouc'h 'vel a douc'hez-te
N'en deus aotrou nemet Doue!

Dalc'homp, Bretoned, dalc'homp mat !
Arsav na truez ! gwad oc'h gwad !

Itron Varia Breizh, skoaz da vro!
Fest erbedenner, fest a vo!

Dare' ar foenn; piv a falc'ho?
Dare' an ed; piv a vedo?

Ar foenn, an ed, piv o fako?
Ar roue gav' gantañ 'raio

Dont a ray a-benn ur gaouad
Gant ur falc'h arc'hant da falc'hat

Gant ur falc'h arc'hant er bro-ni,
Ha gant ur falz aour da vediñ

Mar plije gant ar C'hallaoued
Daoust hag int mank ar Vretoned?

Mar plije gant 'n Aotrou roue
Daoust hag-eñ eo den pe Zoue?

Skrignañ 'ra bleizi Breizh-Izel
O klevet embann ar brezel

O klevet ar youc'h, e yudont
Gant c'hwezh ar C'hallaoued e reont

En heñchoù, e-berr a welour
O redek ar gwad evel dour

Ken yey ruz-glaou brusk an houidi
Hag ar wazi gwenn o neuiñ

Muioc'h a dammoù goaf, e sklent,
Eget skoultroù goude barr-went;

Ha muioc'h a bennoù-marv,
Eget e karnelioù ar vro

Paotred Bro-C'hall 'lec'h ma kouezhint
Betek deiz ar varn e c'hourve'int

Betek deiz ar varn hag ar fust,
Gant an Trubard a ren ar rustl

An diveradur eus ar gwez
'Ray dour benniget war e vez !

Enor, enor d'ar gwenn-ha-du
Ha d'ar C'hallaoued mallozh ruz !